Récup'Arts, un ti-labour eus ar Centre socio-culturel de Ti-Lanvenec - Lokmaria Plouzane

Récup'arts

Diskouezadeg

An ti-labour Récup'Arts, krouet e 2014, e-barz ar centre socioculturel Ti-Lanvenec de Lokmaria Plouzane (29280). Ennan 8 tud a youl vat gant kalz a startijenn(Marie-Renée, Jacqueline, Jeanine, Marie-Claire, Nicole, Brigitte, Bernadette, Joëlle). Gwerzan a reont evit gevredigezhiou (Téléthon, SNSM, La Brise, kevredigezhiou a ro louzou da vugale emzivad) dilhad oberiet gant a bep seurt danveziou adimplijet. An ti-labour en deus gellet gant an dra-se, rein 15 995 € d'ar gevredigezhiou-se. An tud a youl vat en em vodont bep gwener goude meren er greizenn hag e labouront d'ar ger ivez.

Récup'arts - gevredigezh Lokmaria Plouzane
Roadenn ur chekenn d'an SNSM hag La Brise e miz Du 2019

Krouin seier

Gantar seier kafe bet tapet gant tud er greizenn, e krouomp seier a bep seurt. Graet hon eus ivez platoiou ha sets de table. Abaoe 2014 eo bet gwerzhet 967 seier evit ur sommad 5 358 €.

Krouidigez seier Récup'arts - gevredigezh Lokmaria Plouzane

Krouin dilhad

Gant roadennou bragou roet er greizenn,e krouomp traou dispar.. Bez ez eus e penn tout rochedou evit fardan boued ( evit ar re vras hag ar re vihan), babouzeiou evit ar babiged.

Gant penn ar bragou, e krouomp seier "fourre-tout", tud gour ha vihan. Gwerzhet eo bet 227 rochedou evit ur sommad 2 575 € hag 30 seier evit 330 €.

krouidigez babouzeiou Récup'arts - gevredigezh Lokmaria Plouzanekrouidigez rochedou Récup'arts - gevredigezh Lokmaria PlouzaneKrouidigez seier gant bragou Récup'arts - kevredigezh Lokmaria Plouzane

Krouin mec'hodennou

Un den eus bro Brest a brod mec'hodennou, hag en deus rot dezhomp goude bezan bet anavezet omp ti-labour. Abaoe 2017, 175 mec'hodennou a zo bet gwerzhet evit ur sommad 875 €.

Krouidigez mec'hodenn Récup'arts - kevredigezh Lokmaria Plouzane

Krouin rikou

Evit liaesaad ar c'hinnigou, hon eus kroget d'ober traou nevez, da skouer, garlantezennou, toagennou bilig, rochedou evit karnedou yec'hed, trousennou, doudou ha goubeneriou. Traou kavet nevez 'zo : podou kreionou, boestou evit lakaat a bep seurt traou, spouennou tawashi hag un objed bihan evit dec'hel ar sizailhou.

Eskemm ganeomp

C'hoant o peus kaout un dra eus omp ti-labour evit sikour kevredigezhiou, pelec'h adkevout ac'hanomp ?

Pelgomzit d'ar : 02 98 48 48 58 ou 02 98 48 50 17

Kasit ur mail :

Dre lizher :
Ti-labour Récup'Arts
Centre socioculturel Ti-Lanvenec
Route de Pen Ar Menez
29280 Lokmaria Plouzane

Français Breton